
Ur vodadeg kemparek

Abaoe an dilennadegoù e miz Meurzh 2015 eo deuet ar C’huzul-meur da vezañ Kuzul-departamant. 54 c’huzulier-departamant ac’h a d’ober anezhañ. Dilennet e vezont daou-ha-daou (ur paotr hag ur plac’h) evit pep hini eus ar 27 kanton a zo en Aodoù-an-Arvor. Neuze eo 27 paotr ha 27 plac’h ac’h a d’ober ar Vodadeg-departamant hiziv an deiz ha kendivizout a reont evit merañ aferioù an departamant. Dilennet eo ar guzulierien-departamant evit 6 vloaz.
An dalc’hoù foran

Etre pevar ha c’hwec’h dalc’h foran a vez bep bloaz evit bodañ ar Vodadeg-departamant. En dalc’h kentañ e vez ar C’hendivizoù da heñchañ ar budjed. Graet e vez e fin ar bloaz a-raok ar c’hendiviz hag ar votadeg evit Budjed kentañ an Departamant, a vez etre miz Genver ha miz Meurzh peurvuiañ. An dilennidi en em gav asambles en dalc’h-se evit votiñ prioriezhioù pennañ ha heñchadurioù an Departamant. P’en em gaver en dalc’h e miz Even eo anavezet kontoù an embregvezh tremenet ha neuze e c’haller lakaat an disoc’h e-barzh an embregvezh a zo o ren. Graet e vez Divizad Daskemm niv.1 (DD1) eus kement-se. E miz Gwengolo e vez dalc’h an diskaramzer ha n’eo ket sañset da sellet ouzh ar budjed, abalamour d’ober ar poent war deulioù zo. E miz Du e vez votet un Divizad Daskemm niv.2 (DD2) gant an dilennidi, hag a c’haller gantañ degaas ar cheñchamantoù diwezhañ er budjed abalamour d’ar pezh a oa bet prientet da vont diouzh stad an traoù evit gwir.
Ar Bodad pad
An holl guzulierien eus ar Vodadeg-departamant ac’h a d’ober ar Bodad pad, a vez bodet en un doare disforan ur wech ar miz evit kemer divizoù, dreist-holl diwar-benn ar skoazelloù hag ar skoaziadennoù. Reiñ a ra an aotre da Brezidant an Departamant da sinañ kendivizadoù. Gouest eo da gemer divizoù war ar memes tachennoù evel ar Vodadeg, war-bouez votiñ ar budjed. E berr gomzoù e ra war-dro « aferioù pemdez » an Departamant.