Ur brastres-departamant evit yezhoù Breizh

Ar yezhoù zo stag ouzh al liesseurted sevenadurel ha gant-se ec’h int perzhioù pouezus-bras eus glad an Denelezh. Digeriñ a reont hon spered d’ar sevenadurioù all hag un dra ret int evit kaout un endro sevenadurel puilh. Ret-mat eo gwareziñ anezhe. Ouzhpenn 6 000 yezh a vez komzet dre ar bed hiziv an deiz, ha tost an hanter anezhe ac’h ay da netra ac’hann da fin ar c’hantved-mañ, hervez an UNESCO.

Fellout a ra d’an dilennidi-departamant reiñ lañs d’al liesseurted sevenadurel, se zo kaoz e oa bet degemeret a-unvouezh politikerezh yezh kentañ an Departamant gant ar bodad pad d’an 10 a viz Mae 2021. Savet he deus ar strollegezh ur brastres evit termeniñ ar pezh a vo graet er bloavezhioù da-zont evit aesaat d’an dud deskiñ hag implijout ar brezhoneg hag ar gallaoueg, abalamour m’eo bet lakaet an div yezh-se gant an UNESCO e-touez ar yezhoù « en arvar bras » (sellet ouzh Atlas an UNESCO war ar yezhoù en arvar er bed).

Ar brastres-se, frouezh ul labour a-stroll, zo bet savet evit lakaat an Departamant da labourat war dachenn an terkañ yezhel. Ennañ e kaver kinnigoù evit broudañ an dud da zeskiñ brezhoneg ha gallaoueg, ha d’ober gante en o buhez pemdez. Fellout a ra d’an Departamant e vefe implijet aliesoc’h yezhoù Breizh war gement tachenn implij hag ac’h a d’ober ar vuhez pemdez. Ar brastres-se a vo cheñchet ha klokaet tamm-ha-tamm diouzh ar c’hendivizoù, zo diazezet war daou ahel strategel :

  • Deskiñ ar yezh a-rumm-da-rumm

  • Bevañ dre ar yezh

Pep ahel zo aozet dre demoù, gant fichennoù-obererezh, palioù ha merkoù evit priziañ.