• Culture

Yezhoù Breizh : roet e vez bec’h gant an Departamant

Publié le 10 May 2021
Langues régionales
Photo : Thierry Jeandot

D’an 10 a viz Mae e oa bet degemeret ar brastres-departamant evit yezhoù Breizh. Abalamour da betra ? Broudañ an dud da zegas ar brezhoneg hag ar gallaoueg d’ar rummadoù nevez ha reiñ lañs d’ar yezhoù-se en Aodoù-an-Arvor.

Karnedoù yec’hed e gallaoueg hag e brezhoneg, panellerezh divyezhek pe teiryezhek e savadurioù an Departamant, ur blaketenn ditouriñ war an divyezhegezh abred er c’hreizennoù GMB… Setu un nebeud skouerioù eus ar 17 ober a vo graet e-stern ar brastres-departamant a oa bet degemeret gant an dilennidi-departamant d’an 10 a viz Mae. Ar brastres-se zo diazezet war daou ahel pennañ :

  • degas ar yezh d’ar rummadoù nevez, dreist-holl dre ar c’helenn, ar stummañ diazez, dibaouez hag evit an dud deuet, ha dre an treuzkas gant ar vugaligoù hag an dud war an oad.
  • reiñ muioc’h a blas d’ar yezhoù er vuhez pemdez, gant abadennoù sevenadurel er vro, ar memor ha buhez ar c’hevredigezhioù, ha dre ar c’hehentiñ.

« ADN Aodoù-an-Arvor »

« Gant ar brastres-mañ e lakaomp hon c’hoant da sikour yezhoù Breizh da zont da wir, ken pouezus ma’c’h eo ar yezhoù-se evit nerzh sevenadurel hon bro, eme prezidant an Departamant. En Aodoù-an-Arvor e komzer koulz brezhoneg ha gallaoueg. Ur chañs dibar eo ha lorc’h zo ennomp gant kement-mañ. Sklaer eo d’an holl ec’h eo ar brezhoneg hag ar gallaoueg perzhioù dibar eus hon ADN en Aodoù-an-Arvor. Gant-se eo un dra naturel dimp reiñ bec’h evit brudañ anezhe, reiñ muioc’h a blas dezhe ha lakaat an hêrezh yezhel talvoudus-se da chom bev ».

Ul labour a-stroll

Aozet eo bet ar c’henlabour-se adalek ar penn-kentañ diwar kinnigoù, skiant-prenet ha youl ar gevelerien (Ofis publik ar brezhoneg, Ensavadur ar Gallaoueg, an tiez hag emglevioù bro ha kement zo) hag ar C’huzul-departamant. An teul-stern-se n’eo nemet ar bazenn gentañ. « Aozet e vo oberoù all ouzhpenn al labourioù kentañ evit klokaat anezhañ » eme an dilennidi. Ur poellgor heuliañ ha priziañ, ennañ dilennidi-departamant, servijoù ar strollegezh hag ar gevelerien, a vo bodet ingal evit gwelet stad an traoù. N’eo ket echu…

 

Contacts