Ne blij ket deomp
Eus petra o deus ar grennarded aon ?

Hervez ur studiadenn kaset da benn gant an Ipsos e 2023 e vefe ankeniet 49 % eus ar grennarded. E-touez ar 5 abegoù pouezusañ e kaver :
 1. feulster graet d'ar vugale (raket, harellerezh, fouzherezh bugale...)
 2. stad ar blanedenn (tommadur an hin, spesadoù o vont da vont da get...)
 3. ar c’heleier er bed (en o zouez ar brezelioù etre ar broioù)
 4. ar yec'hed (kleñvedoù, vaksinoù, louzeier)
 5. ar gevredigezh (relijion, gouennelouriezh, gwall ziforc’hioù, divroidi...)

Evit skañvaat o anken e plijfe d'ar re yaouank kaout muioc'h a lec'h evit en em gavout gant mignoned, kaozeal diwar-benn traoù hag a lak anezho da vezañ ankeniet met ivez kemer perzh e oberezhioù fetis, da skouer evit stourmañ a-enep tommadur an hin.

Article écrit et traduit par Aenor (Tressignaux)

Contacts